Want to make creations as awesome as this one?

Transcript

L'enseignement du breton au collège Pierre Brossolette

Des affiches en breton au collège (voir la galerie photo) !

Skritelloù e brezhoneg e pep lec'h er skolaj ! Skritelloù e brezhoneg a zo bet krouet ha lakaet e meur a lec'h er skolaj gant skolajidi ar 6vet klas. Goude ur bourmenadenn er skolaj evit renabliñ ar skritelloù a c'hallfe bezañ lakaet e brezhoneg, ar skolajidi o deus savet div skritell pep hini e sal an urzhiataerioù, a-raok pegañ anezho e pep lec'h ! Daoust hag ez int bet kavet holl gant ar re 5vet ha 4re ? Eizh warn-ugent a zo da gavout… Des affiches en breton partout dans le collège !Des affiches en breton ont été créées et mises dans plusieurs endroits du collège par les élèves de 6e. Après une promenade dans le collège pour faire la liste des affiches à fabriquer, les élèves en ont créé deux chacun.e en salle Multimédia, avant d'aller les coller un peu partout ! Est-ce que les élèves de 5e et de 4e les ont toutes trouvées ? Il y en a vingt-huit à trouver…

Galerie photos - Palieroù luc'hskeudennoù

Levrioù ha c'hoarioù nevez e brezhoneg e levraoueg ar skolaj ! E penn-kentañ ar bloavezh-skol hon doa resevet levrioù ha c'hoarioù e brezhoneg, kaset gant TES (Ti-Embann ar Skolioù). Koumanantet eo ivez ar skolaj Pierre Brossolette d'ar gelaouenn #Brezhoneg, bep eil miz e vo un niverenn nevez el levraoueg. Peadra da furchal, lenn, c'hoari, deskiñ e brezhoneg ! Listenn al levrioù a c'hall bezañ kavet war blog al levraoueg. Plijadur deoc'h !De nouveaux livres et jeux en breton au CDI du collège ! Nous avons reçu en début d'année des livres et des jeux en breton, offerts par TES (Ti-Embann ar Skolioù). Le collège est aussi abonné à la revue #Brezhoneg, un nouveau numéro est publié tous les deux mois. Il y a de quoi chercher, lire, jouer, et apprendre en breton ! La liste des livres se trouve sur le site du CDI. Faites-vous plaisir !